Niver (yezhoniezh)

Ur renkad yezhoniel eo an niver a denn da hini un anv-gwan hag a c'hell levezoniñ ivez ar c'hlasoù yezhadur all evel ar verb hag an anv-kadarn.

Peurliesañ e vez graet gant daou niver diazez nemetken : an unander (un dra) hag al liester (meur a dra).

Yezhoù all, ar brezhoneg en o zouez, a ra gant niveroù all :

  • daouder (furm daou ivez): pa vez daou dra, d.s 'lagad' -> 'daoulagad'
  • trider (furm tri ivez): pa vez tri zra;
  • nebeutder : (saozneg 'paucal') pa vez nebeut a draoù, met muioc'h evit un dra ha nebeutoc'h evit kalz traoù
  • nullder : pa ne vez tra ebet
  • strollder (furm stroll ivez): pa vez meur a dra kontet a-stroll, d.s 'gwez' (kv. 'gwezennoù' (liester) ha 'gwezenn' (unander)).

Peurliesañ e vez merket an niver dre morfemennoù yezhadurel ispisial, d.s. '-où' e brezhoneg.

Ar verboù a c'hell bezañ merket hervez niver ar sujed; skouer :. 'amañ e komz' (unander) hag 'amañ e komzont' (liester).

Gerioù all a c'hell merkañ an niver ivez evel e saozneg 'this sheep' (unander) ha 'these sheep' (liester).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in